Embannadurioù SAV-HEOL 2013-2014
32, bali ar Voudenn, 35 132 REUZ. BREIZH.
Levrioù-studi evit deskarded ha studierien.
] NI A GOMZ BREZHONEG. Hentenn evit deraouidi. Adembannet gant TES.
] KELENN
D’AN DERAOUIDI. Kaier-skoazell evit ar gelennerien. 40 fichenn evit
lakaat ar skolidi da gomz. N’eo ket ret implij an hentenn Ni a gomz brezhoneg. 7,90 €.
] TROIT E BREZHONEG 2013. Poelladennoù
war an treiñ gant reizhadennoù. Savet diwar an hentenn Ni a gomz brezhoneg. Ouzhpenn 1600 frazenn c’hallek da lakaat
e brezhoneg. Mat d’ar studierien evit adwelout
diazez ar yezhadur ha kregiñ gant an treiñ. 9,90 €.
] KEMMADUR HA PLIJADUR. Reolennoù diazez ha
poelladennoù. 6,90 €.
] DAOUZEK KANT LAVARENN. Studi
ar frazenn, kenlavarenn hag islavarenn. Yezhadur, skouerioù, poelladennoù ha
reizhadennoù. Stagañ gant ar sevel skridoù hag an treiñ. 12,90
€.
] GWELLAAT A RAN MA
BREZHONEG. N’eus ket ken ! Adembannet eo bremañ gant AN AMZER, hag
adanvet Le Guide du bretonnant.
Diwar-benn ar fazioù stankañ ha penaos o reizhañ. Talvoudus d’ar studierien,
komzerien ha skriverien.
] PA NIJO AR MOC’H (divyezhek). Lavaroù ha krennlavaroù zo mat-tre evit deskiñ
yezhadur ha distagadur, en holl yezhoù. 940 krennlavar en embannadur 2011. 9,00 €.
] JE PARLE BRETON À MON ENFANT. Komz brezhoneg a ran ouzh ma bugel. 9 €.
] LIV AN AMZER. Geriaoueg
divyezhek an amzer . 53 p. 7,50 €.
] KANAOUENNOÙ
BREZHONEK. 50 kanaouenn. An holl yezhoù a
vez desket gant kanaouennoù, ha hep kan n’eus ket a sevenadur. Eus “Tri Martolod” da “Bro Gozh Ma Zadoù”. 4,50 €. Ouzhpenn
e c’haller kaout 2 CD da zeskiñ an
tonioù. 5,20 €.
] REDEK A RIN KEIT… Kanouennoù nevez, kanaouennoù
troet, gant Mark Kerrain. 4 €
] MAMM GOZH ZO HIR HE BLEV. Dornlevr an anaforennoù. 3,90 €
] ANVIOU GOUREL, ANVIOU GWREGEL. Yezhadur ha poelladennoù. 3,90 €.
] GERIAOUEG AR SOTONI. Ar gerioù ret da gomz fur eus ar sotoni. 24 p. 4,50 €.
Kentañ lennadennoù evit deraouidi.
] UR VOUTAILH
WAR AN TRAEZH. 11 danevell evit studierien ar c’hentañ pe an
eil bloavezh. 7,00 €.
] NAONED,
SENEGAL. 11 danevell evit studierien an eil pe an trede
bloavezh. 7,00
€.
- ETRE BOURD HA FARS. 76 fentigell. 5 €.
ETRE FENT HA C’HOARZH. 59 fentigell. 3,00 €.
Levrioù da lenn a vouezh uhel
d’ar vugale. Sonenrolladur en-linenn.
] An tamm pilhoù. Skrid brezhonek gant Nolwenn
Guignard. 2013. 6 €.
] Ar mell irvinenn. Kontadenn-bobl a Rusia. Tresadennoù liv. 4 €.
] Mammig
zo droug enni. Evit bugale 5 pe 6
vloaz. 4 €.
] Yarig
Koantik. Kontadenn-bobl. 3 €.
] Kig mamout da goan. Skrid gant Mark Kerrain. 5 €.
] Tapet
gant ar sorserez. Skrid gant Stefan
Alliot. 5,5 €.
] Olifant
kalon evn. Kontadenn eus Euskadi gant Mariasun Landa. 7 €
] Rapunzel
ha pemp kontadenn all. Kontadennoù gant ar vreudeur Grimm. 7 €
] Lanig
hag ar c’hezeg. Danevell alamanek gant Irina Korschunow. 7 €
] Ar
sarpant glas e foñs ar c’hlas. Kontadenn gant Evelyne
Brisou-Pellen. 7 €
] Kevrin ar c’hizhier.
Ur romant eus Galiza gant Fina Casalderrey.10 €
] Ma buhez berrloer.
Kontadenn eus Euskadi gant Mariasun Landa. Adalek 10 vloaz. 10 €
] Tasmant en ti.
Romant anken, gant Agustín Fernández Paz.
10 €
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire